KSD

Kuzul Skoazell Diwan, KSD skol diwan an alre

Distag doc’h Kevredigezh Tud ar Vugale eo Kuzul Skoazell Diwan ; rastelliñ argant e meur a zoare a vez roet d’ar c’hKTV goude dezhañ da gas da benn monet en-dro ar skol eo he fal. Troet eo ivez àr-zu krouiñ un endro vrezhonek en-dro d’ar skol en ur sevel obererezhioù (kentelioù brezhoneg da skouer…) evit ma ne vefe ket hon yezh kani ar skol nemetken.

Mard eo DIWAN ur skol evit netra ha digor da razh an dud, ne c’hell ket beviñ get aer an amzer nemetken siwazh. Afer hon eus-ni d’en devout argant evit lakaat ar skol da vout ha da vonet en-dro (argant pedagogel, goproù implijidi ar c’hKTV, skodenn roet da zDIWAN BREIZH, feurm savadur ar skol, frejoù a bep seurt…).

Daou vod a vez implijet get Kuzul Skoazell Diwan evit kavet argant :

dreist-holl get kerent ?zo (nend int ket niverus a-walc’h e-keñver ar sammad hor behe dober siwazh) a ro argant dre dreuzvankadennoù bep miz ha tud arall ivez, e-maez ar skol. Pell emañ Yann doc’h e gazeg neoazh.
hag ivez en ur sevel manifestadegoù a bep seurt : festoù-noz, gwerzhiñ sistr, bokedoù pe sitrouilh, fest Kalañ-Gouiañv, ar c’hig-ha-farz, foar an traoù kozh, ar c’houskous, Fest S. Nolf, an Diwan Kup, abadennoù e Athéna, deiziadur Diwan, an tombola, stand ar skol …

Traoù seurt-se a c’hell bout graet get youl vat hag amzer kerent ha tud arall ?zo a zo tost o c’halon doc’h DIWAN. Trugarez vras dezhe.

Ur follenn aotre treuzvankiñ a vo kavet genoc’h en teuliad-mañ. Pediñ a ran ar re n’o deus ket graet dija d’he leuniañ ha d’he c’has a-benn da Kuzul Skoazell Diwan, pe d’he roiñ d’ar skol e penn-kentañ an distro-skol. Pep unan a c’hell sikour en ur roiñ 5?, 10?, 20?, pe muioc’h ma c’hell, bep miz. Nend eo ket nemet roiñ un tamm argant d’ar skol ho peus dibabet lakaat ho krouadur enni a-benn ?taol fin.

Ar re ne c’hellont ket er gober ne vint ket lakaet e-maez ar jeu ur seurt, na tost. O flas a zo er skol él-rezon. Afer hon eus da vout sikouret e kalzavern peseurt doare.

A-benn gouiet muioc’h a-ziàr Kuzul Skoazell Diwan, kerzhit e darempred get tud ar vugale a zo izili he burev :