Harpañ ar skol
Reiñ un donezon
Digoust eo Skol Diwan An Alre, evel an holl skolioù Diwan, met hep ho sikour ne c’hellfe ket hor skol gevredigezhel mont en-dro. Rankout a reomp paeañ kalz a draoù (goproù an implijidi n’int ket kelennerien, ar savadur hag ar c’hargoù, an dafar pedagogel, an dafar-skol…)
Harpit ar skol en ur reiñ argant dre al lec’hienn Hello Asso !
(Diwallit, pa vo roet arc’hant e vo kinniget deoc’h gant HelloAsso reiñ arc’hant evit merañ e lec’hienn. An arc’hant-mañ na ‘z a ket da Ziwan, ha ne vo ket posupl kaout un distaol war ho tailhoù evit an arc’hant-mañ. Posupl eo deoc’h lakaat ar sammad-mañ da zero euro)
Penaos e vez implijet an arc’hant dastumet ?
Dastumet e vez an arc’hant gant Kuzul Skoazell Diwan An Alre. An dud prevez a c’hello neuze kaout un distaol a 66% eus ar sammad roet war an tailhoù (betek 20% eus ar goproù ma vez tailhoù warno)
Meret e vez budjed ar skol gant an AEP. 100.000 € eo budjed bloavezhiek ar skol, ar postoù dispignoù pennañ eo ar re-mañ : Feurmiñ ar savadur ha kargoù, implijidi n’int ket kelennerien, dafar pedagogel ha dafar-skol, beajoù ha traoù aozet evit ar vugale.