Diwar-benn hor skol
Ar skol nemeti dre soubidigezh e bro An Alre
Adal ar skol-vamm, klas ar re vihan, betek dibenn ar c’hentañ derez, klas 5, e vez degemeret ho krouadur e skol Diwan An Alre. Get servijoù Ti-Kêr An Alre e vez meret an diwallerezh hag ar gantinenn, lec’hiet o daou just e-tal ar skol. Ur skol gevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo ar skol. Kevrataet get an Deskadurezh-Stad eo ivez.
Ouzhpenn 80 krouadur a Bro An Alre a vez degemeret er skol ar blez-mañ. En pemp klas lieslive e vez skoliataet ar vugale. Adal 2 vlez e vezont degemeret, brezhonegerion pe pas.
A-drugarez d’ar soubidigezh e ya ar vugale àr-raok tamm-ha-tamm get hent an divyezhegezh gwirion. En div yezh, brezhoneg ha galleg, e vestronia bugale ar c’hlas 5 razh ar barregezhioù o deus da dapet e dibenn ar c’helc’hiad 3. Kement-se a vez diskouezet splann get disoc’hoù testoù an Deskadurezh-Stad bep blez.
Get an Deskadurezh-Stad e vez ensellet kelennerien ar skol, él razh kelennerien ar skolioù publik ha prevez. Programoù Ministrerezh an Deskadurezh-Stad a vez lakaet e pleustr er skol.
Pedagogiezh ar soubidigezh e brezhoneg
Rouedad ar skolioù Diwan gant un nebeud sifroù
4.200+
bugel skoliataet e breizh
50
bloavezh skiant-prenet
evit ar soubidigezh
100%
er vachelouriezh
e 2020 & 2021
55
ti-skol
47 skol, 6 skolaj ha 2 lise
Ar brezhoneg
Ar yezh keltiek eo ar brezhoneg, evel ar c’hembraeg, an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos, ar c’herneveureg hag ar manaveg. Hiziv e lavarer ez eus 200 000 den a gomz brezhoneg e Breizh, met derc’hel a ra an niver da goazhañ dre ma varv ar vrezhonegerien gozh.
Gant ar c’helenn divyezhek e klasker gwellaat an traoù ha stummañ brezhonegerien nevez. Abaoe ar bloavezhioù 1970 dreist-holl emañ ar Vretoned o labourat da adsevel o yezh. Kalz a chom da ober met mont a ra an traoù war-raok. Setu un nebeudig eus an traoù graet :
Perak Diwan ?
Ma ‘z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid hep e bar, hêrezh ar Gelted en Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar XVvet kantved, ha komzet en IXvet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.
Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d’ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er mediaoù, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c’hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc’h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.
Palioù Diwan
Kinnig ur skoliadur klok eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.
Kemer harp war ur sevenadur gwriziennet en un endro bev : kalz tud, dreist-holl e Breizh-Izel, a ra bemdez gant ar brezhoneg ha kalz skolidi zo dezho en o familh un den, pe meur a hini, zo ar brezhoneg e yezh kentañ.
Reiñ d’ar vugale da zeskiñ o istor “ouzh ar vammenn” e yezh o hendadoù.
Aesaat dre an divyezhegezh un diorroadur psikologel, speredel ha sokial pinvidik, hag ober un hent efedus evit mestroniañ meur a yezh, un dra ret evit Europiz warc’hoazh.
N’eo ket karg ar skol treuzkas anaoudegezhioù nemetken, met ivez reiñ tu da bep bugel da sevel e bersonelezh dezhañ. Bezañ dieub, evit un den, eo gouzout piv eo evit bezañ gouest da anavezout ar re all. Spisverkoù a vez roet gant ur bersonelezh sevenadurel kreñv, spisverkoù ha ne vez ket anezho alies evit kalz tud yaouank hiziv. Kemer a ra perzh er sokializadur a zo diazezet war ar c’houzañvidigezh hag ar c’hoant eskemm.
Ar savadur
5 sal klas
+ Montessori
Abaoe un nebeud bloavezhioù eo bet kreñvaet ar brezhoneg e skol Diwan an Alre. Degemeret e vez ar vugale e-barzh pemp sal klas lieslive, dasparzh ar vugale a c’hell cheñch (TPS-PS ; MS-GS ; GS-CP ; CE1-CE2 ; CM1-CM2).
Bep bloaz e vez taolet evezh gant ar skipailh pedagogel da gempouezañ an niver a skolidi er 5 klas evit ma c’hallo pep bugel kaout aoz labour deus ar gwellañ.
An hentenn Montessori zo bet degaset er skol. Divizet o deus ar gelennerien bezañ stummet evit gellet implijout an hentenn-se. E penn kentañ e veze implijet an hentenn er skol-vamm nemetken. Bremañ e vez implijet elfennoù diwar Montessori met ivez diwar Freinet er c’hentañ derez lec’h ma vez pouezet war emrenerezh ar vugale.
Doujet e vez muioc’h da bersonelezh pep bugel ha kemeret e vez ivez kalz amzer evit kaozeal gant tud ar vugale a c’hell lavaret o soñj ivez. Ar saozneg a vez degaset ivez d’ar vugale a-c’houde ma’z int bihan.