Skol Diwan
Bro an Alre
Ur skol gevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo ar skol.
Kevrataet get an Deskadureh-Stad eo ivez.
N’on ket gouest da gaozeal brezhoneg,
daoust hag ur gudenn eo ?
Muioc’h eget 70% eus tadoù ha mammoù bugale Diwan n’int ket brezhonegerien. Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezañ koulskoude. Naturel eo evit ur bugel ober gant div yezh. N’eo ket dinatureloc’h sevel ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiñ seniñ piano zoken ma n’eus ket sonerien eus e dud.
A-drugarez d’ar soubidigezh e ya ar vugale àr-raok tamm-ha-tamm get hent an divyezhegezh gwirion. En div yezh, brezhoneg ha galleg, e vestronia bugale ar c’hlas 5 razh ar barregezhioù o deus da dapet e dibenn ar c’helc’hiad 3. Kement-se a vez diskouezet splann get disoc’hoù testoù an Deskadurezh-Stad bep blez.
Skol Diwan an Alre gant un nebeud sifroù
80+
bugel skoliataet ar bloaz-mañ
5
klas lieslive eus
ar skol-vamm d’ar CM2
3+
yezh mestroniet gant ar vugale
brezhoneg, galleg, saozneg
10
skolaer hag ATSEM
Laouen hag eürus eo ma bugale ‘ba Skol Diwan An Alre, ar fed ne gomzfen ket brezhoneg n’eo ket chalus tamm ebet.
Anna — Mamm Skol Diwan
Ar c’hevredigezhioù
Ur skol gevredigezhel eo skol Diwan An Alre, evel razh ar skolioù Diwan, da lâret eo he deus afer amzer ha youl tud ar vugale evit merañ ar skol. An tadoù hag ar mammoù a c’hell lakaat hoc’h anv e-barzh unan deus an div gevredigezh (KAS hag AEP) pe c’hoazh er c’huzul skol.
An “AEP”
Pal pennañ an AEP (Kevredigezh Tud ar Vugale) eo meriñ Skol Diwan An Alre en ur zegas binvioù (dafar, argant…) a zo ret dezhi d’en devout evit bevañ. Ober a ra war-dro an implijidi nann-skolaerion, an darempredoù gant ti-kêr An Alre ha gant tiez-kêr all e-lec’h m’emañ bugale ar skol o chom, aozañ a ra ivez dorioù digor ar skol evit ma kreskahe niver ar vugale er skol ingal.
KSD ar skol
Gant kuzul skoazell Diwan e vez bodet tud ar vugale, met ivez tud all en diavaez ar skol (mignoned, tud entanet gant hor yezh, kevredigezhioù…), gant ar pal rastelliñ argant evit mont en-dro ar skol en ur sevel manifestadegoù a bep seurt : festoù-noz, gwerzhañ traoù, foar an traoù kozh. Troet eo ivez ar C’HSD àr-zu krouiñ un endro brezhonek en-dro d’ar skol, ha brudañ ar soubidigezh.
Ar c’huzul skol
Ul lec’h eskemm eo ar C’huzul Skol, etre ar skolaerien, an implijidi nann gelennerien ha tud ar vugale. Ur wech an trimiziad da nebeutañ en em vod ar C’huzul Skol da reiñ d’an holl an degouezh da gemer perzh e buhez o skol hag en he mont-en-dro. Tabutet e vez diwar-benn an obererezhioù pedagogel divoas, ar reolennaoueg diabarzh, al labourioù da gas er skol, an amzer skol hag en diavaez, etc
Kantinenn & diwallerezh
Kantinenn
Posupl eo d’ar vugale debriñ d’ar gantinenn ar predoù bet aozet gant Ti-kêr An Oriant. Meret e vez ar gantinenn gant an ti-kêr, ha staliet eo just e-tal kichen ar skol. Kaset e vez ar vugale d’ar gantinenn gant gopridi ar skol.
Ar prizioù ha roll-meuzioù ar sizhunvezh a c’hellit kavout war lec’hienn Ti-kêr An Alre : https://www.auray.fr/Ma-vie-pratique/Education/Autour-de-l-ecole/La-restauration-scolaire
Diwallerezh
An ti-kêr a ginnig ivez an diwallerezh e-kichen ar skol. Ar vugale a zo degemeret enni e diavaez an amzer skol adalek 7e 30 d’ar mintin ha betek 7e d’an abardaez. Staliet eo an diwallerezh en tu all d’ar porzh-skol, ar vugale n’o deus ket ezhomm kuitaat ar skol evit mont enni.
Ar prizioù hag an teuliad evit enskrivañ ho pubel a c’hellit kavout war lec’hienn Ti-kêr An Alre : https://www.auray.fr/Ma-vie-pratique/Education/Autour-de-l-ecole/Les-garderies-scolaires
Porzh-skol
Ar vugale o deus peadra da gaout plijadur er porzh-skol, a-drugarez d’ar c’hoarioù ha d’al liorzh e-lec’h ma vez plantet traoù gant ar skipailh bedagogel.
Hor c’hevelerien
Trugarekaat a ra Skol Diwan An Alre he c’hevelerien a bep seurt evit o ferzh hag o skoazell e buhez hor skol gevredigezhel. Trugarez vras d’an holl anezho !