Diwar-benn hor skol

Ar skol nemeti dre soubidigezh e bro An Alre

Adal ar skol-vamm, klas ar re vihan, betek dibenn ar c’hentañ derez, klas 5, e vez degemeret ho krouadur e skol Diwan An Alre. Get servijoù Ti-Kêr An Alre e vez meret an diwallerezh hag ar gantinenn, lec’hiet o daou just e-tal ar skol. Ur skol gevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo ar skol. Kevrataet get an Deskadurezh-Stad eo ivez.

Ouzhpenn 80 krouadur a Bro An Alre a vez degemeret er skol ar blez-mañ. En pemp klas lieslive e vez skoliataet ar vugale. Adal 2 vlez e vezont degemeret, brezhonegerion pe pas.

A-drugarez d’ar soubidigezh e ya ar vugale àr-raok tamm-ha-tamm get hent an divyezhegezh gwirion. En div yezh, brezhoneg ha galleg, e vestronia bugale ar c’hlas 5 razh ar barregezhioù o deus da dapet e dibenn ar c’helc’hiad 3. Kement-se a vez diskouezet splann get disoc’hoù testoù an Deskadurezh-Stad bep blez.

Get an Deskadurezh-Stad e vez ensellet kelennerien ar skol, él razh kelennerien ar skolioù publik ha prevez. Programoù Ministrerezh an Deskadurezh-Stad a vez lakaet e pleustr er skol.

Pedagogiezh ar soubidigezh e brezhoneg

Rouedad ar skolioù Diwan gant un nebeud sifroù

4.200+

bugel skoliataet e breizh

50

bloavezh skiant-prenet
evit ar soubidigezh

100%

er vachelouriezh
e 2020 & 2021

55

ti-skol
47 skol, 6 skolaj ha 2 lise


Ar brezhoneg

Ar yezh keltiek eo ar brezhoneg, evel ar c’hembraeg, an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos, ar c’herneveureg hag ar manaveg. Hiziv e lavarer ez eus 200 000 den a gomz brezhoneg e Breizh, met derc’hel a ra an niver da goazhañ dre ma varv ar vrezhonegerien gozh.

Gant ar c’helenn divyezhek e klasker gwellaat an traoù ha stummañ brezhonegerien nevez. Abaoe ar bloavezhioù 1970 dreist-holl emañ ar Vretoned o labourat da adsevel o yezh. Kalz a chom da ober met mont a ra an traoù war-raok. Setu un nebeudig eus an traoù graet :

Perak Diwan ?

Ma ‘z eus eus ar skolioù Diwan, ez eo peogwir ez eus eus ar brezhoneg. Yezh vev, ganti ur sevenadur dre gomz ha dre skrid hep e bar, hêrezh ar Gelted en Europa abaoe 2000 vloaz. Yezh ur vroad mestrez war he zachenn betek ar XVvet kantved, ha komzet en IXvet kantved e gourenez Arvorig a-bezh.

Gant Diwan e sav ar goulenn : ha bev e chomo ar brezhoneg ? Evit ma tremenfe hor yezh d’ar rummadoù da zont e vefe ret kaout ur youl bolitikel start, er mediaoù, er vuhez foran e Breizh. A-hend-all, e c’hallfe ar redadeg a-enep an amzer bezañ kollet hag un elfenn a-bouez eus an danvez keltiek a yafe da dra gurius e ti an dielloù. Met a-dreñv ar brezhoneg e-unan, e vefe taget un diazez eus an demokratelezh hag an doujañs dleet dezhi. Difenn ar brezhoneg a dalv bezañ tommoc’h ouzh an disheñvelder eget ouzh an unvanadur, ouzh al liesdoare eget ouzh an untonelezh.

Palioù Diwan

Kinnig ur skoliadur klok eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.

Kemer harp war ur sevenadur gwriziennet en un endro bev : kalz tud, dreist-holl e Breizh-Izel, a ra bemdez gant ar brezhoneg ha kalz skolidi zo dezho en o familh un den, pe meur a hini, zo ar brezhoneg e yezh kentañ.

Reiñ d’ar vugale da zeskiñ o istor “ouzh ar vammenn” e yezh o hendadoù.

Aesaat dre an divyezhegezh un diorroadur psikologel, speredel ha sokial pinvidik, hag ober un hent efedus evit mestroniañ meur a yezh, un dra ret evit Europiz warc’hoazh.

N’eo ket karg ar skol treuzkas anaoudegezhioù nemetken, met ivez reiñ tu da bep bugel da sevel e bersonelezh dezhañ. Bezañ dieub, evit un den, eo gouzout piv eo evit bezañ gouest da anavezout ar re all. Spisverkoù a vez roet gant ur bersonelezh sevenadurel kreñv, spisverkoù ha ne vez ket anezho alies evit kalz tud yaouank hiziv. Kemer a ra perzh er sokializadur a zo diazezet war ar c’houzañvidigezh hag ar c’hoant eskemm.

Ar savadur

5 sal klas
+ Montessori

Abaoe un nebeud bloavezhioù eo bet kreñvaet ar brezhoneg e skol Diwan an Alre. Degemeret e vez ar vugale e-barzh pemp sal klas lieslive, dasparzh ar vugale a c’hell cheñch (TPS-PS ; MS-GS ; GS-CP ; CE1-CE2 ; CM1-CM2).

Bep bloaz e vez taolet evezh gant ar skipailh pedagogel da gempouezañ an niver a skolidi er 5 klas evit ma c’hallo pep bugel kaout aoz labour deus ar gwellañ.

An hentenn Montessori zo bet degaset er skol. Divizet o deus ar gelennerien bezañ stummet evit gellet implijout an hentenn-se. E penn kentañ e veze implijet an hentenn er skol-vamm nemetken. Bremañ e vez implijet elfennoù diwar Montessori met ivez diwar Freinet er c’hentañ derez lec’h ma vez pouezet war emrenerezh ar vugale.

Doujet e vez muioc’h da bersonelezh pep bugel ha kemeret e vez ivez kalz amzer evit kaozeal gant tud ar vugale a c’hell lavaret o soñj ivez. Ar saozneg a vez degaset ivez d’ar vugale a-c’houde ma’z int bihan.

Espace écoute d'histoires en breton.
Classe de l'école Diwan d'Auray.
Les jeux de la cour de l'école Diwan d'Auray.

Faot deoc’h dont da welet ar skol, pe c’hoazh dont e darempred gant ar skipailh pedagogel evit enskrivañ ho pugel ?