Reolennaoueg dabarzh

Reolennaoueg ar skol 2014-2015

Degemer mat d’an holl !

Kontant-bras eh omp doc’h ho tegemer a-barzh hor skol. Choajet hon eus deskiñ brezhoneg dre soubidigezh d’hor bugale. Kanniget eo deoc’h get ar skolaerion hag ar C’huzul?Skol asantiñ d’ar reolennaoueg-mañ hag a zo ret heuli evit beviñ a-stroll.
Rakdiviz
Ar reolennaoueg diabarzh ?zo graet evit termeniñ monet en-dro ar skol. Savet eo evit mad an dud a vez enni hag evit o surentez.
An divizoù a zo er reolennaoueg diabarzh a zo kempennet ha sevenet gant Kuzul ar Skolaerion ha burev ar Gevredigezh evit un Deskadurezh Pobl (AEP) a-gevret. Asantet eo bet e-kerzh Kuzul-Skol kentañ ar bloavezh-skol 2014-2015.
Kavet e vo enni divizoù Karta Diwan, skrid-diazez ar gevredigezh .
Mard eo ar skol ur lec’h evit kelenn, emañ ivez unan evit diorren an deskadurezh. Savet eo ar reolennaoueg diabarzh-mañ evit lakaat ar vugale da zeskiñ ar vuhez a-stroll.
Mar bez anavet ha doujet d’an nebeud reolennoù-se e vo aesoc’h d’an holl beviñ en un aergelc’h a gas plijadur ha c’hoant. Kement-se da aesaat labour an holl.

a) Skol Diwan
Lakaat pep krouadur da zonet a-benn e pep danvez-skol eo pal boutin ar skol. Lakaat razh an dud a zo e skol Diwan da implij ar brezhoneg kenetreze a zo he fall kentañ neoazh.
A-du eo ar gerent get ar fed e vroud Diwan ar vugale d’implij ar brezhoneg ha d’anavet o sevenadur. Doujiñ a ra ar gerent doc’h ar raktres-mañ ha dedennet int getañ.

b) Laikelezh
Ar c’heleier embannet gant ar skol a zo keleier a-ziàr buhez ar skol, obererezhioù ar C’huzul-Skoazell, buhez Diwan ha kelenn ar brezhoneg, kement-mañ edan kiriegezh Kuzul ar Skolaerion, ar C’huzul-Skol ha burev ar Gevredigezh evit un Deskadurezh Pobl (AEP). Ne vo embannet doare politikel pe relijiel ebet er skol.

Degemer hag enskriviñ
a) Degemer er skol-vamm
Degemeret hag enskrivet e vez pep krouadur, brezhonegour pe pas, get ar Renourez-skol a-dal an oad a 2 vlez, diàr titouroù ar levrig-tiegezh.
Dleet a raio bout yac’h ha diazezet a-walc’h a gorf hag a spered a-benn gellet beviñ a-stroll er skol.
b) Degemer er c’hentañ derez
Ar vugale 6 blez a-raok an 31 a viz An Azvent ag ar blez hag ar vugale 5 blez, da vihanañ, d’ar c’hentañ a viz Gwenholon ag ar mem blez, aotre an ensellour gete, a vo degemeret neuze hag enskrivet get ar Renourez en distro-skol, betek ma ouiint brezhoneg a-walc’h evit heuliiñ ar c’hentelioù.

c) Cheñchamant skol

Ma c’hoarvez d’ur c’hrouadur cheñch skol e tleay diskouez un testeni-dizenrolliñ.

d)

Digoradur hag euriadoù ar skol
a) Deizioù digor
Deiziadoù ar vakañsoù-skol eo ar re merket get Ministrerezh an Deskadurezh-Stad evit Akademiezh Roazhon. Skritellet e vênt get ar Renourez.
Get ar Renourez e vez kelaouet en a-raok an tiegezhioù ma vez serret ur c’hlas e-pad un devezh pe ur penndevezh :
– en abeg d’un tolp pedagogel
– en abeg da zevezh ar maer pe da forzh peseurt devezh divoutin arall
– en abeg d’un harz-labour.

b) Euriadoù
? Klas
– Mintin : adal 8e30 betek 11e30
– Enderv : adal 1e30 betek 4e30

? Degemer ar mintin
– A-raok 8e20 : en diwallerezh e ya ar vugale.
– Adal 8e20 e vez degemeret ar vugale er c’hlas.
Evit aesaat an degemer, monet en-dro ar c’hlasoù hag efedusted ar labour-skol e vez goulennet get ar skolidi arru er c’hlas un nebeut munutennoù a-raok 8e30.

? An ehanoù

Skol vamm Kentañ derez
Mintin 10e00 / 10e30 10e15 / 10e30
Enderv 3e00 /3e30 3e15 / 3e30

? Euriadoù kreisteiz

Ret eo d’an dud donet da glask o c’hrouadur da 11e25 er gortoz doc’h ar gloued.
Da 11e25 e ya ar vugale d’ar gantinenn, ambrouget get un implijidi.

? Fin an devezhioù-skol
E fin an devezh-skol, da 4e 30, e c’ hortoz ar vugale o zud e-tal ar gloued, e diabarzh ar skol. Ne c’hell krouadur ebet monet maez ar skol a-raok ma vehe emgavet ar skolaer kiriek da evezhiiñ doc’h ar gloued.
Da 4e40 e ya ar vugale a chom c’hoazh er skol d’an diwallerezh, e Kafe ar gerent pe Arlequin, ambrouget get un den gour.
E penn-kentañ ar blezad-skol e ro ar gerent da ouiet d’ar skol ar feson da vonet-kuit : get ar gerent pe un den arall, pe o-unan e kentañ-derez.
Ma ya kuit ar c’hrouadur get un den arall digustum, eo ret kelaouiñ ar skol.

? Doareoù da vonet
Ar skolidi skol-vamm a rank bout kaset betek o c’hlas get an dud vras, kalavern pezh feson kas a zo.
Goulennet e vez get an dud parkiñ é toujiñ doc’h reolennoù an hentoù.
Razh an dud kirriek ag ar c’has/degas ar vugale o deus da vout àr-evezh bras e-tal ar skol.
Kement cheñchamant evit distroiñ d’ar gêr, a rank bout meneget er skol dre bellgomz pe lizher.

a) An dale hag an ezvezañsoù

? Er skol-vamm
Ur renkamant e penn kentañ ar blezad get skolaerez klas ar re-vihan evit an degemer a c’hell bout aozet. Goude ar prantad-mañ eo mat arru e kourz, etre 8e20 hag 8e30, evit doujiñ da vonet en dro ar c’hlas.
Ret eo kelaouiñ ar skolaerez e vo ezvezant ar skoliad(ez), mem evit un devezh.
Adalek ar skol-vamm e notenn pep skolaer en ur c’haier razh ar penn-devezhioù ezvezañs.

? Er c’hentañ derez
Dreistordinal hag abeget e rank bout an dale er c’hentañ derez.
Ma vez ingal an dale e yay ar skolaer e darempred get ar familh a-benn diskoulmiñ ar gudenn.
Notennet e vez àr ar c’haier bezañs un ½ zevezh ezvezañs goude un euriad dale.
Kement ezvezañs a rank bout a-wezhiadoù, diskleriet hag abeget d’ar skol en devezh ma c’hoarvez d?an diwezhatañ.
Pa zistro ar c’hrouadur er skol e ro an abeg skrivet get ar gerent d’e skolaer.
Pa vez raktreset ezvezañs o c’hrouadur e c’houlenn ar familhoù an aotre-ezvezañs get ar skolaer.
Ret eo d’ur skolaer disklêriiñ d’an Ensellerezh pep ezvezañs hiroc’h evit 4 devezh.

Beviñ asambl
a) Er c’hlas
Er skol e c’houlenn ar skolaerion get ar skoliad labourat. Ma ne labour ket a-walc’h e lak traoù a jaoj e pleustr ar skolaer. Mard eo ar skolaerion kiriek a razh obererezhioù-skol ar skolidi (mellad 14, lezenn 1989), eo ret da bep skoliad donet d’ar skol ingal ha gober ar labourioù a vez goulennet gete gober get ar skolaerion (mellad 10).
Un emzalc’h a labour en dez pep skoliad er c’hlas : deskiñ, selaou, kemer perzh, kas war-raok e labour.
Doujiñ a ra pep krouadur doc’h lusk-deskiñ ar re arall.
Pep skoliad’ zo kiriek d’e zafar-skol (kreionoù, levrioù prestet……) hag e rank doujiñ doc’h an dafar-klas.
Pep skoliad a rank doujiñ doc’h ar reolennoù klas.
Pep skoliad a rank striviñ evit derc’hel kempenn ar c’hlas. Ret eo hejiñ an dilhad ha torchiñ ar botoù a-raok monet a-barzh, dastum ar paperioù àr ar leur…
Ne vez ket direnket labour ar re arall en ur gaozeal, en ur huchal, en ur ober trouz pe c’hoazh en ur ober e sod. Mard eo akourset ur c’hrouadur da zirenkiñ disehan labour ar re arall e vo kastizet :
– Dispartiiñ anezhañ doc’h ar re arall e-pad ur prantad berr, edan kiriegezh ar skolaer, pe en ur c’hlas arall.
– Ma kendalc’h get an emzalc’h-se e rankay ar c’hrouadur donet da zisplegiñ ar perag hag ar peogwir dirak ar skipailh pedagogel.
– Ma kendalc’h c’hoazh an traoù e vo kelaouet ar gerent ha kemeret emgav gete evit lakaat ar gaoz a-ziàr emzalc’h o c’hrouadur, hennañ é kemer perzh en tolp.
Pa zirenk emzalc’h ur c’hrouadur monet en-dro ar c’hlas en ur feson grevus ha padus, e vo studiet e dazont get ar skipailh pedagogel.
Ma vez emzalc’h ur c’hrouadur get diaesterioù grevus-bras er skol, hag àr-lerc’h ur prantad amprou da dermeniñ, ma ne cheñch ket e emzalc’h tamm ebet, e vo divizet er skarzhiñ un devezh, ur sizhuniad ha da vat er fin get an ensellour, goude kannig ar Renour hag ali kuzul ar skolaerion.

Ar levrioù-skol (levraoueg pe klas) a rank bout roet en-dro kempenn hag e-kourz. Ma sav kudenn-mañ-kudenn e vo goulennet un digoll get tud ar vugale.

Difennet eo skoiñ get ur c’hrouadur e forzh peseurt mod.

b) Àr ar porzh-skol
? Diwall
Ur skolaer(ez) a vez kiriek bep ehan, pep unan d’e dro. Get ur skoazellour(ez) e vez graet e maez ag an euriadoù-skol.
Ma sav ur gudenn e ya ar vugale e darempred get ar re zo e karg ag ar porzh (skolaer(ez) pe skoazellour(ez)).
Aliet mat e vez ar vugale monet er privezioù e-pad an ehan.
Difennet eo monet er c’hlasoù e-pad an ehanoù hag en diavaez ag ar c’hentelioù.

? Dafar
Ne vez ket aotreet àr ar porzh an c’hoarioù kadet ag an ti.
Difennet eo:
? kemer binvioù sport renket a-barzh an armener : bolotennoù, kelc’hennoù? hag an dafar menaj.
? c’hoari get an dour ha taoliñ mein.
? kas ur verenn-vihan.
Un dachenn viret a vo termenet d’ar skolidi a c’hoari kanetennoù, kuit da vezañ danjerus evit ar re vihanañ.

a) Kuzul ar vugale
Reolennoù ar vuhez a-stroll a c’hell bout savet get ar vugale. Ar pouezusañ divizoù a rank bout tabutet get an holl ; d’ar skolidi da gompren mat ha da asantiñ anezhe gwelloc’h. Setu pal kentañ « kuzul ar vugale ». Kement reolenn asantet get ar skolidi er c’huzul-se a sikour pep unan da veviñ asambl gant ar re arall ha da gompren mat petra a vez gortozet gete er c’hantin, àr ar porzh-skol hag er c’hlas.
Divizoù liesseurt a za er-maez ag ur seurt kuzul :
– An doujañs evit an holl, an dud daet hag ar vugale.
– Perak enebiñ doc’h ar feulster ha doc’h un emzalc’h dañjerus evitañ hag evit ar re arall ?
– Perak eo difennet gober get gerioù groñs ha kunujennoù ?
– Penaos bout efedus get e labour skol ?
– Perak eo a-bouez kaout doujañs doc’h an dafar hag an ostilhoù ?

En em vodañ a ra Kuzul ar vugale pa vez dober anezhañ.

b) Yec’hed/ surentez
Difennet groñs eo degas binvioù dañjerus : kontilli, pistolennoù (plastik), kuterioù, danvezioù-tarzh, direnn?
Ne faot ket degas argant pe traoù a dalvoudegezh er skol.
Ar chewing-gum n’eo ket evit ar skol. Ne faot ket degas tamm gortozenn ebet. Aotreet e vez ar madigoù evit lidiñ un deiz-ha-blez e klas Jerald.
Ret eo doujiñ doc’h bodennoù, bokedoù ha gwez ar skol.
Aliet-bras e vez skriviñ anv ar c’hrouadur àr kement pezh dilhad a zo dezhañ / dezhi. Ma vez kollet, ne sellay ket doc’h ar skolaerion.
Ar c’hempenn : renkiñ a ra ar vugale o aferioù er c’hlas, gober a raont àr-dro ar kempenn ar c’hlas ha doujañs o deus doc’h razh an dud a labour er skol. Graet e vez get ar poubellennoù er skol.
Ma vez laoù er skol e rank ar gerent sellet pizh ingal doc’h pennoù o bugale ha kelaouiñ ar skol eo daet an amprevaned-se er vro. Gwalc’hiñ an dilhad, pallennoù-gwele, goubennerioù….da 40°.
Pa vez laoù pe pand eo klañv ur c’hrouadur, e vez kelaouet ar skolaer a-benn.
Ur c’hrouadur tapet getañ ur c’hleñved-red pe get arvevaded a rank chomel er gêr betek ma vo pareet da vat. Ma vez louzoù da roiñ dezhañ/dezhi ur wezh distroet d’ar skol, ne vint ket laosket getañ/geti.
Nag ar skolaerion, nag an implijidi o deus droed da roiñ louzoù d’ar vugale, nemet mard eo bet savet ur PAI.

Buhez ar skol
c) Darempredoù skolaerion-kerent
Difennet eo da vat d’ar skolaerion ha da razh an implijidi d’en devout un emzalc’h, ur jestr pe komzoù ne zoujahe ket doc’h bep krouadur pe doc’h e familh.
Difennet eo da vat da bep krouadur pe d’e familh d’en devout un emzalc’h, ur jestr pe komzoù ne zoujahe ket doc’h ar skolaerion ha doc’h razh an implijidi, él tud hag él labourizion.
Ne vo diskleriet dizemglev erbet etre ar gerent hag ar skolaerion dirak ar vugale.

? An tolpadoù pedagogel
Get pep klas e vez aozet un tolp pedagogel en trimiziad kentañ a-raok vakañsoù an Hollsent.
Un tolp « bilañs hiniennel » a vez aozet pa vez goulennet pe get ar gerent, pe get ar skolaer(ez).
Degemeret e vez ar familhoù get ar skolaerion pa c’houlennont, é kemer un emgav er-maez ag an eurioù-skol (en ur lâret pal an emgav).

? Kelaouiñ ar familhoù
A-benn aesaat ar c’hehentiñ etre ar gerent hag ar skipailh skolaerion, ne vez ket mui implijet ur c’haier-liamm er skol, mes internet.
Dre internet e vo kaset pep doere a sell doc’h ar skol d’ar gerent, d’o chomlec’h posteloù. Ne vo ken ´met ar skolaerion ha prezidented ar GDP ha KSD a c’hell er gober. Ne c’hell ket den ebet arall implij ar chomlec’hioù-se. Goulennet e vez get ar gerent digoriñ ingal o bouest-lizheroù a-benn lenn pep postel ha reskont dezhañ, mard eus dober.
Roiñ a ray pep kar da ouiet d’ar skolaerion eo bet cheñchet e chomlec’h posteloù.
Él-rezon e vo implijet c’hoazh ur c’haier-liamm evit an dud n’o deus ket internet er gêr.

? Ar c’has- an degemer meloù
Diskleriet e vo sklaer kasour ha pal pep mel kaset d’ar familhoù :
Ar meloù kaset gant ar skol a grogo o zitl gant : Skol.
Ar re kaset gant ar C’H/KSD a grogo o zitl gant : KSD.
Ar re kaset gant ar Gevredigezh evit un Deskadurezh Pobl a grogo gant : AEP.

a) Ar C’huzul-Skol
Renourez ar skol, ar skolaerion, dilennidi kerent pep klas ha re an implijidi eo izili ar C’huzul-Skol. Ur wezh bep trimiziad en em vod d’an nebeutañ. Reolennaoueg ar skol a vez votet getañ hag reiñ a ra e alioù hag e soñjoù a-ziàr monet en-dro ar skol : obererezhioù diavaez ar skol, kantinenn, yec’hed, diwall ha surentez ar vugale?

b) Ar c’harned-skol
Pal kentañ ar c’harned-skol eo roiñ da ouiet d’ar familhoù, en ur feson objektivel, klok ha sklaer, peseurt barregezhioù a zo bet tapet get o c’hrouadur. Titouret e vez an dud a-ziàr ar live tapet e pep danvez, ar feson da labourat hag an emzalc’h er c’hlas. Laniet e vez ar c’harned-skol get ar skolaer hag e vez roet d’ar familh. Ret eo d’ar gerent er siniñ hag er gas en-dro d’ar skol. Un diell bouezus eo a renka bout gwarnet er skol a vlez da vlez. E dibenn ar c’helc’hiad 3 e ta da vout ur lodenn ag an teuliad a vez kaset d’ar skolaj.

c) Al labour-noz
Ar labour-noz a vez bep Lun, Meurzh ha Yaou noz, etre 4.30 et 5.30 d’enderv.
Kaset e vez labour-noz ar skolidi da-benn, e brezhoneg, evit 1,50 euro an abadenn.
Goulenn a raimp paeamant an abadennoù labour-noz geneoc’h a-raok pep prantad vakañsoù, àr anv ar C’h/KSD.

A bep seurt

N’hella ket ar gerent monet a-barzh ar salioù-klas e-pad ar c’hentelioù.

Ma faota d’ar gerent pellgomz d’ar skol, e raont e-pad eurioù an ehanoù.

Nend eo ket asur tamm ebet ar lizheroù pe ar geriouigoù a vez kaset dre sac’h-skol ar vugale. Goulennet e vez get ar gerent chomel hep implij seurt doareoù d’ober.

Savet e vo un diviz etre ar skolidi, e-pad Kuzul ar Vugale, a-ziàr ar reolennaoug-mañ, diàr-benn ar c’hrafoù a sell doc’hte.

Reolennaoueg lakaet e brezhoneg hag e galleg.

Adwelet e miz Kerzu 2014 get Kuzul-Skol kentañ ar bloavezh-skol 2014-2015.