AEP

Kevredigezh tud ar vugale

Pal pennañ Kevredigezh Tud ar Vugale DIWAN AN ALRE eo meriñ Skol Diwan An Alre en ur zegas binvioù (dafar, argant…) a zo ret dezhi d’en devout evit beviñ. Staget eo doc’h kevredigezh DIWAN BREIZH, a zo he sez e Landerne. Bep blez e choaj he dileuridi a gemeray perzh e tolp meur pe e kendalc’h DIWAN BREIZH.
Pep kar, él ar skolaerion hag an implijidi nann-skolaerion, a zo ezel ag ar c’hKTV. Tu a zo dezhañ mouezhiiñ e tolp meur ar gevredigezh a vez dalc’het bep blez.
Dileuridi ar burev a vez choajet en tolp meur. Galloud-oberiiñ ar gevredigezh eo. Nend eus ken ?met tud ar vugale a c’hell kannig o anv.
Setu aze izili burev ar c’hKTV :

 

  • Prezidantez : Adeline Kergozien
  • Teñzorour :Donatien Langlais

Prest eo pep ezel ar burev da vonet e darempred genoc’h.
Pep kar a c’hell kemer perzh e labour pep bodad.
Ar liesañ e vez tolpet burev ar c’hKTV ur wezh bep miz. Digor da izili ar c’hKTV eo he zolpadoù.
Skodenn-skol an Ti-kêr, lakaet da vout sur a-c’houde m’eo ar skol kevratet get an Ti-kêr, eo argant ar gevredigezh dreist-holl. Pouezus-kenañ eo e kreskahe niver ar vugale er skol ingal. A-vent get an niver a skolidi eo ar skodenn-skol. Evit gober kement-se eo an hent gwellañ :

 

  • startijenn kenc’hoarion ar skol (ar skilpailh pedagogel, ar c’hKTV, an implijidi),
  • beugon tud ar vugale hag o youl sevel bruderezh tro-dro dezhe (familh, amezeion, mignoned, kenlabourerion…),
  • komz liesoc’h a-ziàr hor penn er mediaoù?