Kevredigezhioù

Mard eo DIWAN ur skol evit netra ha digor da razh an dud, ne c’hell ket beviñ get aer an amzer nemetken siwazh. Afer hon eus-ni d’en devout argant evit lakaat ar skol da vout ha da vonet en-dro (argant pedagogel, goproù implijidi, feurm savadur ar skol, dafar skol, beajoù ar vugale, frejoù a bep seurt…).

Tente d'un stand crêpes avec bénévoles du KSD Diwan An Alre à Vannes lors de la semaine du Golfe.

KSD – Kuzul Skoazell Diwan

Pal ar C’HSD eo rastelliñ argant e meur a zoare evit kas da benn monet en-dro ar skol. Troet eo ivez àr-zu krouiñ un endro brezhonek en-dro d’ar skol en ur sevel obererezhioù evit ma ne vefe ket hon yezh kani ar skol nemetken.
Aozet e vez darvoudoù ha manifestadegoù a bep seurt gant ar C’HSD evit kavet argant : foar an traoù kozh, festoù-noz, gwerzhañ boued e-pad darvoudoù lieseurt, deiziadur Diwan, tombola, stand ar skol … Donezonoù a vez graet ivez bep miz gant kerent ha tud arall ivez.
Traoù seurt-se a c’hell bout graet get youl vat hag amzer kerent ha tud arall a zo tost o c’halon doc’h DIWAN. Trugarez vras dezhe.

AEP – Kevredigezh tud ar vugale

Pal pennañ Kevredigezh Tud ar Vugale DIWAN AN ALRE eo merañ Skol Diwan An Alre en ur zegas binvioù (dafar, argant…) a zo ret dezhi d’en devout evit beviñ. Staget eo doc’h kevredigezh DIWAN BREIZH, a zo he sez e Landerne. Bep blez e choaz he dileuridi a gemero perzh e tolp meur pe e kendalc’h DIWAN BREIZH.
Pep kar, evel ar skolaerion hag an implijidi nann-skolaerien, a zo ezel deus ar c’hKTV. Tu a zo dezhañ mouezhiañ e tolp-meur ar gevredigezh a vez dalc’het bep blez.

Enfant lors d'une classe en forêt, éco-école à Auray.
Deux enfants suivant un cours d'échec en breton à l'école Diwan d'Auray.

Kuzul ar skol

Eus an darempredoù etre ar skolaerien, an implijidi nann gelennerien ha kerent ar vugale e tenn ar skolioù Diwan o nerzh. Da neuze eo ar c’huzulioù skol ur framm a-zoare evit eskemm war emdroadur buhez ar skolioù.
Tabubet e vez diwar-benn an obererezhioù pedagogel divoas, ar sevenadur, ar reolennaoueg diabarzh, al labourioù da gas er skol, ar yec’hedoniezh, aozadur an amzer skol, gwarezadur ha surentez ar vugale war an amzer skol hag en diavaez (kantin, mare kreisteiz).
Ur wech an trimiziad da neubeutañ en em vod ar C’huzul Skol da reiñ d’an holl an degouezh da gemer perzh e buhez o skol hag en he mont-en-dro : Heklev goulennoù ar gerent a vez klevet dre hanterouriezh dileuridi ar gerent hag a zastum alioù pep hini a-raok pep Kuzul Skol.