Kinnig

We cannot display this gallery

Skol Diwan An Alre : lakaat ar c’hrouadur da vout divyezhek

Adal ar skol-vamm, klas ar re vihan, betek dibenn ar c’hentañ derez, klas 5, e vez degemeret ho krouadur e skol Diwan An Alre. Get servijoù Ti-Kêr An Alre e vez meret an diwallerezh hag ar gantinenn, lec’hiet o daou just e-tal ar skol. Ur skol gevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo ar skol. Kevrataet get an Deskadureh-Stad eo ivez.

74 krouadur a Bro An Alre a vez degemeret er skol ar blez-mañ. En pevar c’hlas lieslive eo skoliataet ar vugale. Adal 2 vlez e vezont degemeret, brezhonegerion pe pas. A-drugarez d’ar soubidigezh e ya ar vugale àr-raok tamm-ha-tamm get hent an divyezhegezh gwirion. En div yezh, brezhoneg ha galleg, e vestronia bugale ar c’hlas 5 razh ar barregezhioù o deus da dapet e dibenn ar c’helc’hiad 3. Kement-se a vez diskouezet splann get disoc’hoù testoù an Deskadurezh-Stad bep blez.

Get an Deskadurezh-Stad e vez ensellet kelenerion ar skol, él razh kelenerion ar skolioù publik ha prevez. Programoù Ministrerezh an Deskadurezh-Stad a vez lakaet e pleustr er skol.

Get 40 vlezad skiant-prenet àr ar soubidigezh o deus ar skolioù Diwan, skoliataet gete muioc’h evit 4 200 krouadur adal ar skol-vamm betek ar vachelouriezh, kadarnaet efedusted o hentenn hiriv an deiz. Oc’hpenn kement-se eo daet àr-wel penaos eo dre soubidigezh e ta ar vugale da vestroniiñ gwelloc’h ar Brezhoneg ha yezhoù arall. Ne vez ket mui treuzkaset ar Brezhoneg dre ar familh kement-se bremañ. Ar skol an hini eo he deus kemeret he flas hag eo daet da vout ar lec’h pouezusañ da lakaat ar Brezhoneg da chom yezh an daremprediñ, ar vuhez hag an deskiñ.

Doc’h ho kortoz emañ ar skipailh skolaerion.

Dait e darempred genomp : 02 97 24 23 53 – skolanalre(at)gmail.com