Lire en :
Français
Français
Ar brezhoneg
Ar yezh keltiek eo ar brezhoneg, evel ar c’hembraeg, an iwerzhoneg, gouezelegBro-Skos, ar c’herneveureg hag ar manaveg.
Hiziv e lavarer ez eus 200 000 den a gomz brezhoneg e Breizh, met derc’hel a raan niver da goazhañ dre ma varv ar vrezhonegerien gozh. Gant ar c’helenndivyezhek e klasker gwellaat an traoù ha stummañ brezhonegerien nevez. Abaoear bloavezhioù 1970 dreist-holl emañ ar Vretoned o labourat da adsevel o yezh. Kalz a chom da ober met mont a ra an traoù war-raok. Setu un nebeudig eus antraoù graet :

- savet eo bet ar steuñv evit ur politikerezh-yezh gant Kuzul Rannvro Breizh e 2004
- 13 000 bugel zo en hentadoù divyezhek
- 5 000 a dud-vras zo er c’hentelioù-noz
- 150 den a vez bep bloaz er stummadur 6 miz e Landerne, Douarnenez, Karaez, Plañvour, Gwengamp ha Roazhon
- tost da 700 a vez er c’hampoù-vakansoù brezhonek bep bloaz
- ouzhpenn 100 kumun o deus sinet Karta Ya d’ar brezhoneg abaoe 2004…
Evit goût hiroc’h war istor ar brezhoneg, ar rannyezhoù, ar yezhadur… : Wikipedia.