
Emvod AEP/KSD (miz C’hwevrer 2021)
février 16 @ 20 h 00 min - 22 h 00 min
Aozet e vez un emvod asambles gant AEP ha KSD ar skol, evit merañ buhez ar skol. An AEP (KDP e brezhoneg) ‘zo ur gevredigezh desevel poblek karget eus ar mont en-dro, ha KSD ar skol ‘zo karget da aozañ darvoudoù ha da reiñ sikour arc’hantel en AEP.
Izili eo tud ar skolidi eus an AEP. Dre enskrivañ ho pugel e teuit ezel an AEP ha digoust eo an emezelañ. An holl tadoù ha mammoù er skol a vo degemeret ivez gant plijadur ‘barzh KSD ar skol evit buheziñ ar skol ha dastum arc’hant evit mont en-dro hor skol.